Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —
Karet an Iliz hag ar feiz,
Ar brezounek, iez an dud keiz,
Karet he vro hag Enez-Vaz,
Poan en-hi ’vel enn dro mor braz.
Ho karet, c’houi martoloded
Ha kaout truez ouz ho merc’hed,
Evidoc’h holl pedi noz-deiz,
Cioulenn d’e-hoc’h iec’hed ha feiz.
Evid an holl, e voa eun tâd,
Evit an droug e rea ar mâd,
Da enebour ha da vignoun
Digor he di hag he galoun.
Epad tregont nemet tri bloaz
Eo bet persoun enn Enez-Vaz ;
Eno m’en divije gallet
Enn ho touez e vije marvet.
Eno e voa he galoun eaz,
Ha d’ezhan ’ voe eur c’hlac’har vraz
Enn deiz ma rankas kimiada
Dioc’h tud ar vro ’ gare ’r muia.
Dioud ar re en doa badezet
Ha divezatoc’h dimezet,
Dioud paour, tad, mamm, bugaligou,
Dioud ar re goz enn ho besiou.