Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


11Feiz, karantez c’han er c’havel
Da vont d’ann nev zo diouaskel,
Er bed, diou flac’h a harp an den
War hent ar boan hag an anken.

12Dre an hent-se ho deus kerzet
Ho zadou koz ’zo er vered,
Dindan an treaz ho relegou
Er baradoz ho eneou.

13Bugale sent hag enn ho bro
Tud Enez-Vaz brema d’ho zro,
Martoloded ha merc’hed keiz
Ne zilezont iliz ho feiz.

14Sul ha pemdez, den dre eno
Nag er ganol ne dremeno
Hep dizolei ha stoui he benn
En eur lavaret eur beden.

15Ne deuz eur c’hristen enn Enez [1]
Na garfe gwelet a nevez
Ilis sant Paol o lugerni,
Beziou he dud enn dro d’ezhi.

16Ilis sant Paol zo enn Enez
Evel arc’h Noe war ar menez ;
Anezhi ’teu d’ar gristenien
Nerz ha fizianz warlerc’h anken.

  1. L’auteur écrit ne deuz (ne-d-euz) devant une voyelle initiale et ne deus devant une consonne