Ne voa ket torret an amzer
Bagou tud Baz karget pounner
Ne c’hellent sevel war al lamm,
Na dont d’an aod nemet gant poan.
Enn ho enep gand ar mare
An avel a-benn a zave
Hag a strinke war an dud paour
Leiz ho bagou pez berniou dour.
Ar vartoloded enn diou vag
Ouspenn ho foan zo hep distag
A gren gant aoun na ve kollet
Tud an teir-guern zo rekouret.
Da greski ho nerz e sellont
Oud ho merc’hed a zo du-hont
Gand ho c’haloun, gand ho ene
0 pedi evit-ho an nê.
Savet he divreac’h, a boez penn
Ar c’hreg a gri : dalc’h mâd, va den !
Dalc’h mâd, map, breur, ’me ’r vamm, ar c’hoar
Dalc’h mâd, dalc’h mâd ! da zont d’ar gear !
Da galounou mad hag unan
Labour ha nec’h, enkrez ha poan
Gant karantez oud ho eren
A zo eur beac’h skanv da zougen.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/59
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —