Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


133Trouz ar c’hroa braz a vez klevet [1]
Stoket, distoket er weled,
A ve lavaret hirvoudou
O tond a greiz ar c’houndouniou [2].

134Torn-aojou huel o tiskolpa
Kerreg a-bez o vruzuna
Ne weler ha ne glever ken ;
Oc’h petra ec’h harzo an den ?

135Spountuz an trouz hag ar safar
Zo war ar mor, war an douar ;
E pep leac’h eus klemm hag hirvoud,
Hag ar gwalarn dreist-ho a voud.

136Gand an amzer zo dirollet
Gand ar mor a zo diboellet
Ped den, ped lestr a iel da goll ?
Klevet a rit tennou kanol ?

137Eul lestr teir-gwern zo o c’hervel,
Oud an amzer ne c’hell herzel ;
Oud ar c’herrek ma ve stoket
’ Ve beuzet he vartoloded.

138Martoloded Baz kalounek
Her gwel o tont, ha dre ’r c’herrek,
Eneb an avel hag ar mor,
’ Ia da ober tro an Arvor.

  1. Ar c’hroa braz désigne la grande grève couverte de rochers éboulés de la côte nord, près du phare.
  2. Pour c’hoummou doun, voir plus haut.