Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —
Ne-d-aï euz he ene biken
An nos kenta-ze a dremen
Pell dioud ar re ’ gar he galoun [1]
Bugel martolod ar mor doun.
Labour, enkrez, skuizder ha poan
En deuz er bed-ma peb unan ;
Oc’h heul ar mous, martolod keaz
Ar poaniou-ze zo brasoc’h c’hoaz.
Setu brema ar paotr bihan
War eun hent zo doun ha ledan,
Hent zo dindan ha war c’hourre
Skrifet lugernuz hano Doue.
Skrifet eo var gern an tarsiou
Evel war gern ar menesiou,
Skrifet flamm er pevar avel
Eo Doue pep leac’h a wel.
Feiz eur martolod zo kristen
Ar c’hreva fard a vo biken
Oc’h heor he lestr zo taol distaol,
Anez e tredemarz da goll.
Da gaout didorr, nerz oud he boan
Ne joum gand ar mousik bihan
Nemet he feiz hag hano Doue,
Ha karantez leiz he ene.
- ↑ Aujourd’hui généralement diouz.