Kenavezo ! va mignouned,
Me ne d-in ken, gan-hoc’h d’ar red
D’an aod diarc’hen gand va bagik ;
Martolod oun, n’oun ken paotrik.
Iliz sant Paol, santez Anna,
Kenavo dont da bardouna,
Pa zistroin euz va gweach kenta !
Ne c’houzoun pe leac’h ’z an brema.
Hag ar paotr dizolo he benn
A hirvoud neuze eur beden
Fn he galounik o frailla,
Dre he zaëlou o tifrunka.
Santez Anna ha c’houi Gwerc’hez
Oud mousik Baz bezit truez !
Va mamm baour a zo pell diouz in,
Evel diou vamm, c’houi a garin.
C’houi a garin, c’houi a bedin
Evel er gear noz ha mintin,
Rak va mamm e deuz lavaret
Ho pedi ho tiou, ho karet.
C’houi, eme-z-hi, evel Jezuz
Zo oc’h an holl trugarezuz ;
Ha diou vamm ar vartoloded
Ne fell ket d’hoc’h e vent kollet.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/31
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —