A gar ho zud, a ro dezho
Nerz ho divreac’h d’ho derc’hel beo,
Nerz ho c’haloun, ha ma ve red
Ar goad a zo enn ho goazied.
Merc’hed int, mammou ar re-ze,
Karantezuz hag a feiz kre !
Kas war ar mor ’ reont ho faotred
Da c’houzout hag huël ’ ar stered.
Ha doun ha ledan eo ar môr,
Pa vezont pell diouz an arvor.
Ha da lavaret enn distro
Petra a dalv merc’hed ho bro.
A zesk d’ezho ’ ranker kredi,
Douja, karet, karet meuli
Doue a gas lestr ar martolod,
Ha pa gar hen distro d’an aod.
Hep feiz d’harpa ho c’harantez
Hep fizianz e Doue, er Werc’hez
Penanz e c’hellfe merc’hed keiz
Herzel oud poan ha nec’h noz-deiz ?
Rak merc’hed Baz n’ho deuz ho far
Da gaout er bed poan ha glac’har,
Poan o veva gwalc’h ho c’haloun,
Nec’h gand ho zud war eur mor doun.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/19
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —