Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Da garet mad ho friejou,
Da zevel ho bugaleigou,
Da zigas war ho fenn bemdez
Bennoz Doue, bennoz ar Werc’hez.
Da gaout iec’hed, da veva koz,
Da vont rag-eeun d’ar Baradoz
En eur zilezel ar bed-ma
Al labour vad a diz huëla.
D’ezho n’eo ket nebeud a dra
Gouzout gounid ho zamm bara,
Hen dibri c’houek p’eo gounezet,
Mervel evel m’ho deuz bevet.
Kredi a reont ez eo Doue leal,
Ne varn evel ar mad, ar fall,
Ha ne damallo ket gragez
N’int bet eun dervez didalvez,
Da verc’hed e-bed tro-war-dro
N’euz labour ken diez e nep bro,
Ne ve out-hi evit herzel
Gragez eur vro all hep mervel.
Kerkoulz enn ti evel er meaz
Skouer pep merc’hed eo merc’hed Baz [1]
A gar ho zud ’ leiz ho ene,
A drec’h ho foan da vont d’an nê.
- ↑ On dirait plus régulièrement : Skouer da bep merc’h eo merc’hed Baz.