Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —



Ma ne fell ket d’ezho nemed dre lealded
Dibri o zamm bara pa vez c’houek gounezet
Arabat ken nebeut klask kemeret o zra
Pe ho gweler raktal oc’h en em zifreta

Savet soun o c’hriben, o skrabat, o redek
Eur gwennek gonezet a dal meur a wennek
Talout a ra ar boan ve klasket e pep leac’h
E ve troet a enep an ti deuz traou d’an neac’h,

Evit kaout eun dra pe gollet, pe laëret
Eur Breizad a iafe d’ar penn all euz ar bed.
Pa vez distro d’ar gear heb gellout kaout e dra
E lavar eur beden, e teu den em westla

D’eur zant anavezet evit digas da goun
Euz an oll draou kollet ’vit diskuill al laëroun
Pe evit dizolei an traou a zo goloet
Gant an diaoulou lostek warnezan azezet.

An dra gollet kavet, Breiziz a vez laouen
Neuze e leverer raktal eun eil beden
Da drugarekaat ar zant pe ar zantez
Ho deuz ho zelaouet gant eur gwir vadelez.

Araok ober pep tra Breiziz a bed Doue
Er meaz hag en o ziez, en noz hag er beure.
Pa stourm eun dra outo e kreiz o labouriou
Gant eur beden nerzuz e trec’hont o sparlou.

Koulz er goanv hag en hanv e vez en o c’herc’hen
Stoup ballin ha lien, ha nebeud a vezer
Ganto e c’houzanvont tom ha ien peb amzer
En o zreid noaz e vez ganto eur boutou prenn,

Leun a golo pe blouz bourret gant torchou foen.
Da zul en em ginklont gant o dillad mezer
Dioc’h ar c’hiz hag ar vro, ruz, glaz, gwen, du pe wer
Ne anavezont ket ar seiz nag ar voulouz

Ne c’houlennont seurt ken nemet beza didrouz.
E Breiz e lavaren pep bro en deuz e c’hiz
Neuz lavar bet gwirroc’h. E pep korn euz a Vreiz
Ez euz e pep parrez a Gastel da Wened

Kalz a gemm etre gwisk ar wazed, ar merc’hed
Lod zo great evelhen ha lod all evel hont.
Du, briket, marellet, e Breiz en em wiskont.

— o —

Araok peur lavaret hag araok distaga
Dioc’h an traou burzuduz hag an traou liou kaëra
Ha deveuz e pep bro Breiziz war pep tachen
Hadet stank gant o gwad evel geot er braden

Ez an a greiz kalon da heulia eun ali
Roet d’in gant eun den mad n’hellan re da veuli
Anavezet a bell dre e feiz, e furnez
Ha gwir Vreizad ouspen leun a zeskadurez.