Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz


————


Barzonek diembann, savet gant GAB MILIN (1855)[1]


Kristen araok peb tra, goude-ze oun Breizad.
Setu en daou c’her krenn va feiz displeget mad.
Ne zianzavan ket evid va Bro, Bro C’hall,
Hag he c’haret a ran keid ha m’he c’har eun all.
Daoust da ze, gwell eo Breiz. Breiz eo va bro genta,
Da Vreiz eo va c’halon, Breiz a garan gwella.

Ha perak n’he c’harfen, ama her goulennan
Ouz-hoc’h-hu, kenvroiz, ha ne dal ket ar boan
E ve ganeomp-ni holl a greiz kalon meulet ?
Hi zo bet ken aliez freuzet ha difframmet
Ha n’eo red he c’haret dre ma ’z eo torgennek
Leun a vruk hag a lann, a vein hag a gerrek.

Dre vez skoet bepred gant ar c’houmou garo
A zav, a gouez, a darz evel leaz tro war dro ?
Ma vez beuzet, skubet gant ar glao, an avel
Ma ’zeo bro dizasun d’an dud a vroiou pell ?
Ar rebechou zo great gant an divroïdi
A enep Breiz-Izel a zo he meuleudi !

Na petra ’zo kaëroc’h e nep leac’h da welet
Eget hor meneziou ? Gant Doue int bet krouet
Da zistaol diwar Breiz avel ar gwall giziou
A ziroll warnezhi, a gouez euz an nec’hiou
Henvel oc’h taoliou mor gant hegar e lammont
Oc’h kein an torgennou gant tregern e vroustont,

E kouezont hed a hed, tiruillont d’an douar
Hep kaout pek en nep leac’h, d’ezho gwasa kounar !
O c’hrosmol a glevomp gant ekleo o tremen
Skubet gant an avel a voud a zioc’h hon penn
O vont en eur iudal en tu all d’an Arvor
Da greski bouderez ha soroc’h an drouz-vor.

  1. Araok mervel, ar barz Per Pronost, Doue d’e bardono, en doa testamantet al labour-ma d’hor c’helaouen. Bet en doa anezan digant an Aot. Koronal Bourgeois, maro ive siwaz, pehini en doa prenet anezan pell-zo digant intanvez Milin.