Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Ne gave netra vad, netra ’vel ma voa red ;
Gant ar ier e c’hludet, divezad e savet ;
Brema gwenn, goude du, kant ha kant tra ouc’h-penn ;
Ann dud ia enn egar, ann ozac’h a skanbenn.
— « Ar mestr a zo re vak, ar mevel didalvez,
» Ne rear nemet redek ha frita ann danvez ;
» Evel-hen eo he-man, egile evel-hont.
» Deuz ama, te koz paotr ! plac’h louz ; kea te du-hont !»
Setu aze, paotred, it ’ta da zimezi,
Evit klevet bemdez bourouel, cholori !
Eunn dervez abafet gant trouz ar zoroc’hel,
He ozac’h he c’has kuit da ober he zrabel,
Da ziouall war ar meaz kezek, ha saout, ha moc’h.
Nebeud amzer goude, o kredi voa furoc’h,
Ann ozac’h he galvaz. — « Petra reac’h-hu, ’me z-han,
» Epad ma voa hep d-hoc’h ken didrouz ann ti-man ?
» Da veza brema reiz ha deut oc’h, m’her goulenn ? »
— « Roit peoc’h d’in, eme z-hi, bemdez e kounnarenn,
» Pa welenn, ’vel ama, ann dud ken didalvez ;
» Kousket ha dibri boed, setu a reant bemdez.
» Kaer am boa-me prezeg, den ne rea van ebed,
» Hag e-leac’h trugarez dismeganz am beuz bet. »
— « Ken hegaz hag eur giez oc’h ann holl oc’h harzal,
» E kement leac’h ma’z it ne rit nemet krozal,
» Ha c’hoaz c’houi ho pe c’hoant da gaout digemer mad !