Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
3
MARVAILLOU GRAC’H-KOZ

’Zelle a gleiz, a zeou : nousped hini welaz
O choum sounn ho fennou, ’vel peuliou eur c’har braz,
Enn dro da vugale voa eno o c’hoari.
Ar prezeger neuze, drouk enn-han a zevri,
A lavaraz d’ezho : Pa’z oc’h holl deut ker baill,
Me ia diwar va c’hraf da gounta eur marvaill.


« Eunn dervez, eme-z-han, ann Aotrou Doue war droad
A voa eat da vale, gant ar c’hi hag ann houad.
En em gaout a rejont d’ar pardaez-noz, ho zri,
E kichen eur ster vraz a rankent da dreuzi.
Ann houad hag ar c’hi-man, hep choum pell da c’hedal,
Ia war ho fenn er ster, hag a neunv enn tu-all…. »
Ar prezeger eno a zav krenn a choumaz.
— « Hag ann Autrou neuze, lavarit petra reaz ? »
Eme ’r bobl en eur vouez. — « Drouk enn-han ouz-hoc’h, c’houi,
Ez eaz kuit ac’hano, dioc’h ann houad hag ar c’hi,
Da zevel ar gurun da goueza war ho penn,
War bennou tud hep skiant ; muioc’h ho deuz ezen.
Oc’h bugale aze e choumit da zellet,
Pa dlefac’h labourat, miret na vec’h kollet ;
Rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc’h,
Stourm oc’h kement zo fall pa ne fell ket d’ehoc’h.
Digorit ho spered, ha taolit evez mad
Ez euz eur gwall-arne war-n-hoc’h oc’h horjellat. »