Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/148

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Tre ar re vad hag ar re fall. »
— « Bouc’hed fleriuz ! perak tamall,
» Perak ouz-in-me dont da glemm,
» War zigarez m’am beuz roet
» D’ar gaoriged ive baro ?
» Kaout baro bouc’h zo divalo
» Oc’h gronj pennou a zo divoed ;
» Eur vez int d’ar re ho dougenn,
» Anez kaout skiant, furnez, chemed.
» Ne ket dioc’h baro ar spered,
» Nag ar vaouez dioc’h he lostenn.
» Ar falla loen a zo reunek,
» Hag enn oad-man kalz a c’hragez
» Zo red d’ezho derc’hel bragez,
» Dre gaout ezec’h zo re varvek. »

Ne ket eur gaou : gwazed a zo
Ne d-int netra nemet lastez,
Kos marmousien, tammou lakez,
Spount ann dud vad ha mez ar vro.
Ficha baro reont enn avel,
Enn eur gredi ho deuz kalon,
Ha ne ve evit-ho Samson
Gant he vleo hirr evit herzel.
Sellit piz, diwallit, paotred,