Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag an trede troad en ear.

Ma voe gwelet ar vugale, paotred ha merc’hed, — bete zoken an hini a roe ar vamm da zena d’ezan, — savet tud eno dioc’htu, tud vrao ha fur.

— N’eus mui nemet eun troad ken. Petra ’c’houlennimp brema ? a lavar an ozac’h.

— Da dro eo, eme ar wreg. Goulenn ar baradoz evidomp holl.

— Ar baradoz a zo da neb a c’hounez anezan. Perak ’ta neuze goulenn mont di ?… Gwell eo kaout eun dra bennak all.

— Netra ebet ken, eme ar wreg ; a-walc’h a draou hon eus brema. Taol an troad-ze, emezi, me ’c’houlenno.

Sada ma voe taolet, hag ar wreg a c’houlennas mont, hi hag he zud, d’ar baradoz pa varvchent.

N’ouzon ket avad ha bet int eat di : kredi a-walc’h a rafen, mar dint bet chomet fur gant o madou. Eun dra eo hag a zo diês a-walc’h a glevan, rak Jezuz-Krist e-unan, pa ’z edo war an douar, en deus bet lavaret ez aje kentoc’h eun dremedal dre graouenn eun nadoz eget eur pinvidik d’ar baradoz. An hent-se, a zo eun tamm brao strisoc’h eget na doa siminal an ti-soul ne da ket treid saoud drezan.

Setu ’ta ar re-man eurus, a c’hellit kredi. Piou ne vije ket en o lec’h ?

*
* *

Eur pennad goude an dra-man, an den-man en em gavas gant eur breur en doa, ker paour ha ma ’z oa hen ivez a-raok.