Gabriel MILIN
(1822-1895)
Gabriel Milin a c’hanas d’an 3 a viz gwengolo 1822, e Kastell-Paol, e-lec’h m’edo e dud merourien e maner Kermoruz. E gerent, hag a oa kristenien ha Bretoned eus an dibab, a zeskas d’ezan « meur a dra vat » :
- Da bevar bloaz lenn ar brezounek
- Ha karet ar paour ezommek,
evel ma lavar hen e-unan en eur varzoniez, embannet, goude e varo, gant unan eus e vignoned, an aotrou Alfred Bourgeois.
War-dro e c’houec’h vloaz ez eas da Zantek : eno edo person eur breur d’e dad. Er barrouz-ze, G. Milin a greskas dindan skoazell e eontr, hag a renas eur vuhez henvel tre ouz hini ar vugale all eus e oad : « C’hoari ar gornigell », « paka an aod en eur redek » evit « c’hoari beza martolod » pe « lammet dreist mein ha bizin », c’hoari oc’h ar baotred hag ar paotrezed all, « toulla e vragez hag e rokedenn », hag all…
- Eurusoc’h egedoun n’oa den,
- Dindan an heol pa bar laouen,
- Eurus meurbed gant va eontr koz
- Eus ar mintin beteg an noz.
- Pep deiz er bed a c’houlaoue,
- Me ’lamme, ’c’hoarie, a c’hoarze.
Ar person koz a reas ar skol d’ar paotr bihan, hag, ouspenn kenteliou al latin, ar gregach hag ivez… ar galleg, e teskas d’e niz « kreski eun tamm e skiant bugel », ha
- [Deski] traou kaeroc’h eged aour,
- Evel er gear, karet ar paour.