anezo war al lizer. Map ar roue a zavas dioc’htu diouz taol da bokat d’e bried dirak an holl.
Ar wreg yaouank a lavaras neuze :
— Mar doc’h bet trec’h ha m’am beus-me great eur vad bennak d’eoc’h ez eo, kredit ervad, dre nerz ar c’hleze-falc’h a oa ganen. Ar c’hleze-ze ne harz den na tra outan, pa vez ar gwir gant an hini a zougen anezan. Bet em beus-hen digant Morgan, hag, hervez am beus klevet ganti, ne deo bet betek-hen nemet da unan eus ar vrezellerien vrasa a zo bet biskoaz ; roet e oa bet d’ezan gant Marzin. D’eoc’h-hu, va fried, e roan anezan brema, dalc’hit d’ezan hag ar Zaoz birviken ne vezo evidoc’h. Arabad eo e ve kollet, rak klevit mat : c’hoari a ranko c’hoaz ha c’hoari stard a-enep ar Zaozon, a-benn e-leiz a vloaveziou ama. Ya, emezi, eun amzer a dle beza ma vezo gwasket ha gwall-gaset ar ouenn villiget-ze. Evel bleizi e vezint kaset eus ar vro pe lazet, unan a zaou. Eus ar pevar avel e savo an dud en o enep. Ar brini gouez a nijo hag a grio, bodet a vandenn a-zioud ar Zaozon astennet maro a-steiou. Dispenna a raint anezo tamm ama, tamm a-hont. Dalc’hit mat d’am c’homzou, ne deo ket gevier int. Klevet em beus ar pez a lavaran ama, pa ’z edoun el lez kristal e goueled ar mor gant Morgan hec’h-unan.
Goude-ze, e-pad ma vevas map roue Hiberni hag e bried, ar Zaozon ne deujont ket eur wech zo-mui-ken da glask netra en o bro. Mat a rejont, rak o ler en divije damantet. Ne oant ket hep gouzout an dra-ze ha n’ o devoa ket ankounac’heat ar gwall lamm a oa bet distaget diouto gant Merc’h Breiz-Izel. Tud ar vro-ze a zo gwad dindan o ivinou, ha n’eo ket Saozon