Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Heman a ouel hag a huanad, hag e c’hoar, glac’har ivez leiz he c’halon, a zo red d’ezi c’hoaz rei nerz d’he breur. Ne c’hello mui, siouaz ! gwelet anezan, ne vezo mui evit dont eus a oueled ar mor, ha dalc’het e vezo eno hiviziken gant Morgan da ober louzeier ne vezint ket evit parea anezi diouz he doan hag he c’heuz. Ya, doan he deus, ar c’hoar vafe, o vont diouz he breur ha kouls lavaret diwar an douar. Pegen eürus bennak e vezo, e ve gwelloc’h ganti chom hep mont, ha kaout poan, mar deo red, evel ar re all. Siouaz d’ezi ! Ne dalv ket lavaret, pokat a ra d’he breur, briata a ra anezan en eur skuilha daerou hag en eur lavaret kenavezo d’ezan.

Mall e oa d’ezi rak ar sug a denn war he gar. Dioc’htu ar paotr-saoud a zo er-mêz a ziskouez d’e dud skei, ha dioc’htu e voe klevet c’houec’h taol bouc’hal o koueza, ken a zoune, war ar sug a voe trouc’het eno e seiz tamm. An tamm dioc’h ar mor a riklas kuit ha ne voe gwelet mui

Ar plac’h yaouank, ne ouie doare eus a netra, a zo souezet ha laouen o welet petra a zo c’hoarvezet. Map ar roue a grog en he dourn hag a deu ganti da gaout e vignon, en eur lavaret :

— Brema me wel ervad n’ho peus ket drouk-c’hreat em c’hever. Setu ho c’hoar, anaout a ran anezi diouz he fatrom, ha ma kar, me a vezo he fried.

Ar plac’h yaouank, laouen o welet ne rankche mui distrei d’ar mor hag e c’hellche chom hiviziken gant he breur, a lavaras da vap ar roue he devoa bet lavaret ya a-raok ba n’en em zislavarche ket brema.