Ar prins laouen holl a deuas neuze gant e vignon d’ar porz-mor en devoa war eun treiz, e-lec’h ma tlie al lestr dont da zouara.
Pa voe aozet al lestr, ez eas adarre er mor evit kas ar re-man d’al lec’h ma oa lavaret d’ezo mont. Eur pennad mad o oa eat diouz an douar adarre, pa gouezas ar plac’h yaouank klanv gant ar droug-mor. Ne deo ket eun droug êz, tamm ebet ; hag Henori a zave he c’halon en he c’hreiz pep lamm a rea al lestr ; dre ma c’helle, e tistaole er-mêz kement he devoa debret. Neuze he magerez hag he merc’h a lavaras d’ezi mont ganto en eun tu pe du eus al lestr evit gallout êsoc’h a ze strinka er mor ar pez a rea poan d’ezi.
Ar plac’h yaouank-ma, n’he devoa disfisians ebet, a zentas ouz he magerez, hag a-greiz ma ’z edo gwella oc’h en em zikour, stouet he fenn ganti, ar wreg fall-ma hag he merc’h a grogas en he zreid, a zibradas krenn anezi dioc’h al lestr hag he zaolas er mor hep gouzout da zen ebet. Ar verc’h yaouank a gollas he fenn en eur goueza en dour, hag a yeas ac’hano gant ar mor, ne ouie nemet Doue da belec’h. Ne voe ket beuzet evelato ha divezatoc’h e vezo klevet hano anezi c’hoaz.
Al lestr, goude an dra-ma, a gerze evel diagent, ha ne zaleas ket d’en em gaout er porz-mor ma ’z edo map roue an Hiberni ouz her gortoz, mall gantan gwelet c’hoar e vignon.
War ar c’hae edo, pa harpas al lestr er porz. Dioc’htu an diou wreg fall a lamm er-mêz, hag ar vamm a lavar d’he merc’h, pa wel ar prins o tont etrezek enno :