Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

en eun taol da vont da vale bro ha lavaret a ra e frouden d’e c’hoar. Houman a ouel hag a lavar d’ezan adarra petra oa bet d’ezo gourc’hemenn o zad, a-raok mervel.

— Ya, eme ar paotr yaouank, gwir a leverez, Henori ; evelato petra a dalv d’it ? Me a zo re yaouank, ha re e verv va gwad em gwasied evit chom ama da zellet oc’h an oabl o tremen ; mont da ober eun dro a rankan, ne vezin ket pell, hag, a-raok ma vezi skuiz ouz va gortoz, me a vezo distro adarre d’ar gear. Evelato, evit miret na deufen da ankounac’haat ac’hanout, e karfen kas ganen da batrom a zo aze, mar kerez rei anezan d’in.

— Ya, a galon vad, emezi, rak ar pez a zo d’in a zo d’it ivez ; kas ganez kement az peus ezomm, gant na vezi ket pell, ne c’houlennan ken.

Herri neuze a gemer ar pez a gar ; kas a ra aour hag arc’hant gantan, ha goude pokat d’e c’hoar a ouele, ma oa eun truez ! heman a ya en hent.

Treuzi ar mor a reas hag o veza en em gavet en eur vro bell, e-lec’h ne anaveze kristen-Doue, e teuzas e berr amzer kement a oa eat gantan. Brema, setu eur paotr brao anezan, hep gwenneg en e c’hodell da gaout an distera tamm da derri e naon. Red eo beva koulskoudo pe vervel, hag, e feiz, an den yaouank-ma ne oa ket boaz da gaout diouer, na da labourat kennebeud ivez. Ne felle ket d’ezan dizeria evelato. Ebat a-walc’h eo lavaret mervel, pa vezer kant leo dioc’h eno ; pa vez red avad, ez eo eur c’hoari all. An naon a zo dishegar ha diês da c’houzanv.

Heman, an den yaouank-man, gwisket evel eun aotrou, evel