Evit anaout ann nerz eo mad diouer eunn dra ;
Ne d-eo ket al lountrek a zo ann den kreva.
Evit ar mad a rit, ma ne gavit mignoun,
Doue ho kwel hag ho kar ; a-walc’h he galoun.
Evit beza hevel dreist pep tra oc’h Jezuz,
Beza gwirion zo red, habask, karantezuz.
Euz ann drouk, euz ar mad en deuz he lod pep den ;
Dioc’h he c’hloan e ro Doue d’ann oan heol pe ienien.
Eunn ali mad ha fur a zo mad da heuilla ;
N’eo ket ar mestr atao eo a gelen gwella.
Eur c’hreg fur, eur c’hrek vad e dle beza karet,
Ha pa gomz e ve fall, ma na ve selaouet.
Evit beza den mad, heuillit lezenn ho Toue ;
Na garit traou ar bed, traou a goll ann ene.
Eunn den piz a ra vad goude ma vez maro,
Goulenn ma vevo pell n’eo fall evelato.
Evit-han da gaout drein e karer ar boked ;
Karantez Doue hep-ken n’euz out-hi drean e-bed.
Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/54
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ