Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
P
Pa brenn lagad ann den, lagad he garantez
A bar, digor atao, war dal he vignounez.
Pa glemm unan-bennag, choumit war zaou-hanter,
Aliez ar gasouni e deuz ganet gevier.
Pa fazi tud ho ti, dioc’h-tu vez drouk enn-hoc’h ;
Ankounac’hait pep tra, diwar eur mare, peoc’h !
Pa stok dourn Doue enn den a zo ann distera,
E strink diwar he dal eul lugern ar gaera.
Pa vez prennet da zor, na brenn ket da lagad,
Hep gwelet pe labour a zo bet da zeisiad.
Pa veuler ac’hanoc’h, deut enn-hoc’h hoc’h-unan ;
Doue a zo ar mor braz, c’houi eul loum dour bihan.
Pa weler ober drouk, tevel zo eunn dra fall,
Tevel a ve abek d’ar re all d’hon tamall.