Glaoürec, guenou-dibren, fri-toign ha mal peigne,
Fardel ha lorennec, scantec, tignous ive,
Tout oc’h eus c'hoant c’hoarzin eus va c’hlêvet, me gred ;
Mes c’hoarset gement-all, me souteno bepred
N’oc’h eus qet a rêson, stoterien er ribot,
O c’hoarzin, pa glêvet eo decedet Margot.
C’hoarzit eta bepret ac’han da deiz ar varn,
Hastennit o qinou betec ho tiou-scouarn ;
Mar gred en o praguez mel a fors da c’hoarzin,
Me rai var bal va dorn da frotta deus ho min :
Mes mar qerit guela, me droi deus ar merc’het
A velàn dre’r blassen partout pladoussennet,
Ridet o c’hos croc’hen ha crizet o minou
Evel toul rëor eur marc’h pa gac’h biliennou.
Cetu-int o vramet, mar deut da vastarat :
Sevet, sevet, merc’het ; sevet var ho taou droad,
A nez e refet stal var blad ho lingeri,
Ne vo n’hac agreabl, na savourabl d’ho fri.
Grêt emeus va fossibl, auditoret sauvach,
Da douch ho calonou, hep goasta qen langach ;
Discuelet ameus dêc’h, en neubeut a gomzou,
Qaliteou Margot ha darn e zalanchou ;
Mes c’hoas a ziscuelin, o conta penn-da-benn
An domach en deus grêt he maro d’e ferc’hen.