a zo util-bras evit ober medicinerez : cals-all a zestum bilim an douar hac en rent purroc’h ha guelloc’h o rei plaç d’an ær da antren ennan : ludu ar raden hac an ascol a zervich da ober ar c’haera cristal : aroc lavaret ez-eo inutil ar peç coat a veler labouret e ty un artisan, e tleer anaout-mâd e vicher.
Doue o veza consideret an oll draou crouet, a lavaras e oa mâd-bras pep tra : et erant valdè bona [1] ; ne damallomp quet eta ar pez ne allomp quet da gompren. Da ziveza, Doue a grouas an den pehini a zo ar parfeta eus e oll œuvrou. An êe a zeuas da vezo [sic] ar plaç eus a zemeuranç an ælez, hac an douar eus a zemeuranç an den. Mæs an den var an douar, ha lod eus an ælez a offanças an Autrou Doue pehini a daulas an ælez coupabl-se en ifern, hac a chasseas an den eus ar barados terrestr.
Ar guer æl a sinifi messager, rac Doue a grouas an ælez evit beza e vessajourien e quêver e bobl. Evel-se, e repræsanter anezo gant diouesquel, evit rei deomp da gompren peguer-buan e reont quement a vez gourc’hemennet dezo gant Doue, petra-bennac n’o deus nac esquel, na corf, na liou ; rac Doue o c’hrouas sperejou pur, en ur stad a zantelez hac a justiç, hac a falvezas dezan e rajent o demeuranç en êe, evit e veuli hac executi e oll urzou : mæs lezel a reas gantho ar galloud da bec’hi, ouc’h o lezel libr er moment ma voent crouet. Lucifer, ar c’haëra anezo, a zeuas da guemeret gloar eus e c’hened, hac eus e c’halloud : en e vanite foll, e credas e oa casi
- ↑ [Gen. I, 31.]