Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
461
pempet loden.

dirac Doue !… En em arretomp c’hoas da gonsideri an drouc-preseguerez penini a so ar branq horrupla eus an avi ha pehini a so cousgoude quer commun.

Var an drouc-preseguerez.Remejou.

I. An drouc-preseguerez, eme sant Thomas [1], a zo un diminution injust pehini a rer eus a vrud-mâd hon nessa adre e gueïn.

Lavaret a reomp un diminution injust, rac beza ez eus certen circonstançou e pere eo permetet lavaret an drouc a anavezer evit tenna ac’hano ur mâd public pe barticulier. Dre exempl : certen oc’h penos ar marc’hadour-se a zo un trompler : mâd a rit oc’h avertissa da non pas prena diganthan. Alies e velit bugale pe zervicherien pere a zo dirôl hac a gundu goal vuez ; ho tèver eo o discuill, goude beza o avertisset, ma ne cenchont quet. Clêvet a rit parlant, ha barlant a rit hoc’h-unan eus a un drouc public : cassait an drouc a behini e parlanter, ha ne barlantit quet anezan hoc’h-unan hep ezom.

An drouc-preseguerez a zo un diminution injust pehini a rêr eus a vrud-mâd an nessa adre e guein ; ar pez a ro da anaout an drouc preseguerez diouc’h an injuriou pere a vez lavaret e præsanç an nessa hac en e visach… Lavaret drouc, ep ezom, eus an nessa, e faus pe e guir ; e injuria ; ober goal raporchou anezan dre gomz pe dre scrid, a so ur pec’het an horrupla, abalamour d’al lezen a ra Doue deomp da garet hon nessa ; abalamour ma lâm digant an den e vrud-mâd pehini a zo preciussoc’h dezan eguet oll va-

  1. [Cf. Tho. Aq., Sum. theol. IIa IIæ, q. 73, art. 1 (dre vras).]