Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/49

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
quenta loden.


ar Mab pehini a receo ar vadiziant, hac ar Speret Santel pehini a zisquen eus an êe ; dre ar c’homzou : selaouit anezan, ez-eo ordrenet deomp selaou ar Mab divin-ma, en pep tra, hac ê particulier, pa annonço deomp e-unan ar myster bras a behini e parlantomp. Hoguen, en annoncet en deus deomp en ur fæçon ar sclerra, pa lavaras d’e zisquibien, o veza var ar poent d’o c’huitaat goude e resurrection : Iit, emezan , instruit an oll dud eus ar bed, o badezit en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [1]. Cetu a-ze ar myster quenta eus hor feiz : ur myster, da lavaret eo, ur virionez huelloc’h eguet ræson an den, mæs pehini ne dê quet control d’ar ræson ; rac ne lavaromp quet penos tri Doue ne reont nemet unan, mæs penos tri ferson distinc an eil eus eguile ne reont nemet un Doue hepquen. Evel-se, eme Vossuet, pep-unan ac’hanomp, en deus un ententamant, ur memor, ur volontez ; en heaul ema assamblez an domder hac ar sclerigen; ar speret a zonch er pez a gar ar galon ; ar speret a repræsant an Tad, ar zonch produet gant ar speret, a repræsant ar Mab, hac ar ga-rantez pehini a zepand eus ar speret hac eus ar zonch, a repræsant ar Speret Santel... An tri ferson sacr eus an Drindet a zo eternel o zri ; quer coz ha quer galloudec eo an eil hac eguile : n’o deus bet, nicun anezo, commançamant, na jamæs n’o devezo fin-ebet... An Ilis evit digaç deomp da zonch eus ar myster bras-ma, ne ra cerimoni-ebet, hep implija an hano sacr eus a zri ferson an Drindet : dre sin ar groas, hac en hano an Drindet sacr eo e receo hac e cundu ac’hanomp adalec ar moment quenta betec ar moment diveza

  1. [Matth. XXVIII, 19.]