Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/485

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
453
pempet loden.


Var al luxur.Remejou.

I. Al luxur a so ar viç eus an impurete pehini a gonsist en dezir disordren eus a blijaduresou ar c’hiq. Ar profet Ezechiel a verq ar zourcen principala eus ar pec’het vil-ma, pehini a so, emezan, an ourgouill [1]: rac impossubl, eme ar Speret Santel, eo da zên beza chast nemet dre zicour Doue, nemo potest esse continens nisi Deus det [2] ; ha Doue ne ro quet e c’hraç d’an dud ourgouillus, Deus superbis resistit [3]; ne allont quet eta beza chast ; ar cher-vâd, an dud re-zibres hac ar vezverien eo ar re a zo muia exposet da gueza er pec’het-ma : venter obœsus [sic] spumat in libidinem [4], in vino luxuria [5]. An experianç a zesq ive deomp penos an dançou, ar c’hanouennou vil, al lecturiou-fall hac ar goal compagnuneziou a so c’hoas occasionou tost da guëza er pec’het-ma, pehini a so bet punisset er bed-ma hac a vezo punisset er bed-all en ur fæçon an terrupla… Ar bed-oll a zo bet beuzet dre an dour diluch, abalamour, eme ar Scritur, ma oa oll corrompet : omnis caro corruperat viam suam [6]. Ar c’hæriou a Sodôm hac a C’homor, ar c’hartier trô-var-drô ha quement den a oa enno, a so bet dêvet gant ur glao a dân hac a souffr pehini a guezas varnezo abalamour d’ar pec’het-ma [7]. Sichem, mab da Hemor, a zizenoras Dina, merc’h da Jacob, hac e punition d’e grim, Doue a bermetas ma voue laqueet d’ar maro, ha quement ini a oa er memes quær ganthan [8]. Pevar mil varnuguent eus ar bobl a Israel a oue condaonet da vervel abalamour m’o devoa dibauchet merc’het ar Moabitet [9]. Salomon a go-

  1. [Ez. XVI, 49 : Ecce hæc fuit iniquitas Sodomæ sororis tuæ : superbia, saturitas panis et abundantia, et otium.]
  2. [Sap. VIII, 21.]
  3. [Jac. IV, 6.]
  4. [Hier., Epist. LXIX, 9 : venterque mero æstuans cito despumat in libidines]
  5. [Eph. V, 18.]
  6. [Gen. VI, 12.]
  7. [Gw. Gen. XIX, 24.]
  8. [Gw. Gen. XXXIII-XXXIV.]
  9. [Gw. Num. XXV, 1-9.]