evit madou an douar, ispicial evit an arc’hant… Lavaret a reomp ur garantez dreist-voder, rac an ini ne zezir caout madou nemet evit ober un usach-vâd anezo, pe evit satisfia d’e ezomou, ne dê quet avaricius ; mæs avaricius eo an ini a so re-hastet da zestum madou, an ini o mir gant un atach re-vras ; pa vez ar speret hac ar galon re-occupet anezo : pa o destumer pe autramant pa o mirer a-enep lezen Doue; pa vez re a joa och o fossedi pe re a nec’h o diouezet ; pa na roer quet, pe autramant pa roer re-zibot a vech an aluzen d’ar paour… Poëzomp-mâd quemen-ma-oll hac e velimp penos un darn-vras a dud a so sujet d’an avarisded dioc’h pehini memes ar re vertuzussa o deus poan o veza divlam, ha cous-goude ne fell da zen credi e ve avaricius. An ourgouill a so ur gommançamant a bep pec’het, initium omnis peccati est superbia [1], hac an avarisded, eme an abostol, a zo ar c’hrien eus a bep seurt drouc : radix omnium malorum est avaritia [2]. Perac e fell da sant Paul comparachi aii avarisded gant ur c’hrien ? Abalamour, eme sant Thomas [3], ar c’hrien a so cuzet, a vezur ar brancou hac a so diæz da denna. An den avaricius, evel ur c’hrien, a so ato cuzet etouez madou an douar pere a zo evel e vuez : pell dioutho ez eo henvel ous ar pesq var bord an dour, n’en deus peoc’h na repos-ebet… Ar c’hrien a vezur ar brancou, evel an avarisded a vezur an oll viçou : beza ez eo d’ar viçou ar pez ma’z-eo ar c’hoad d’an tân : evel ma zervich ar c’hoat da zerc’hel beo an tân, evel-se an avarisdet a zalc’h beo an oll dechou-fall… Ar c’hrien a zo diæz da denna, evel-se an avarisdet a zo diæz-bras da lemel eus ar galon, ur
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/483
Neuz