Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/481

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
449
pempet loden.

deomp en em garet hon-unan, hac en em istimout ræsonablamant : evel-se hor Zalver a lavar deomp caret hon nessa eveldomp hon-unan ; mæs ar garantez direglet hon deus evidomp hon-unan a so ar pen-caus eus ar seiz pec’het marvel hac eus an oil bec’hejou-all e general : en em garet hon-unan carout betec guelloc’h en em gontanti hon-unan eguet senti ouz Doue ; quemen-se a so ur garantez disordren : hounnes eo ar garantez o deus evitho o-unan, an dud ourgouillus, an dud avaricius, an dud lubric, an dud avius, an dud gourmand, an dud colerus, an dud diegus, en un guer, an oll bec’herien. An dud miserabl-ma a vir evitho o-unan, ar pez a so dleet da Zoue, ar garantez, an enor hac an oboissanç guenta. Ha possubl eo ober brassoc’h injur d’hor c’hrouer ha d’hor mæstr souveren !… Rac-se an ourgouill a so ar pec’het quenta, ar brassa hac an dangerussa : ar c’henta, o veza ma’z-eo pec’het an ælez revoltet, pec’het hon tad quenta er barados terrestr hac ar gommangamant maleurus a bep drouc, eme ar Speret Santel : initium omnis peccati est superbia [1] ; ar pec’het brassa o veza ma teu rac-eoun da attaqui Doue o lemel diganthan, hac o vancout da rei dezan ar pez a aparchant outhan ; ar pec’het dangerussa abalamour ma en em vesq etouez ar vertuziou memes, abalamour ma tougomp ar vamen anezan ennomp hon-unan, ma’z-eo an diæssa da zisc’hrienna, an diveza oc’h hor c’huitaat, hac abalamour ma’z-eo ordinalamant ur merq a zaounation, o veza ma’z-eo pec’het an drouc speret pehini a zo hanvet er Scritur, tad an dud ourgouillus [2].

Beza ez eus un niver hras a bec’hejou pere a

  1. [Eccli. X, 15.]
  2. […]