Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/463

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
431
pedervet loden.

ha d’ar re a vel o ober, ha tenna coler Doue varnoc’h, var ho ty ha var ho pro. Ar bayaned en em roe bac en em ro c’hoas d’ar seurt traou-se, mæs indign int eus a gristenien pere zo bugale ar zænt.

Selaouit, potred yaouanq, comzou Tobï, ha desquit ganthan an intantionou a dleit da gaout o timizi : O va Doue, emezan, c’hui pehini hoc’h eus furmet Adam ha roet dezan Eva da gompagnunez, anaout a rit ar pez a dremen em c’halon, quemer a ran evit pried ar plac’h-ma pehini so servicherez, evit ober assamblez ganthi va silvidiguez hac evit sevel en ho toujanç ar vugale a root deomp, evit ma veulint hoc’h hano santel epad an eternite [1].

Ha chui, merched, selaouit comzou Sara, pried Tobï, ha profitet eus he exempl : Gouzout a rit, ô va Doue, a lavare-hi, penos n’em eus bet biscoas dezir criminel evit den-ebet, ha penos em eus conservet pur va c’horf ha va ene : biscoas nem eus quemeret pers e jeuyou hac e divertissamanchou-fall ar re a laca o flijadur en traou-se ; bepret em eus pelleet eus an dud direis ha dibarfet ; ha mar quemeran hirio ur pried, n’er gran nemet gant un intantion zantel, oc’h esperout e root deomp ho protection hac e scuillot ho benediction var an oll amzer a dremenimp assamblez ! [2] Oh peguement a c’hraçou a denno varnezo ar priejou c’hristen pere a songeo hac a raï evel-se ! eürus ar re a glasq hac a ra pep-tra evit Doue ; rac e gahout a raint, hac oc’h e gahout, e cavint ar vuez !

  1. [Tob. VIII, 7-9.]
  2. [Tob. III, 16-18 (war-bouez nebeut).]