Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
427
pedervet loden.

Cunduit ur vuez santel ; en em acquetit-mâd eus ho teveriou : tostait alies ous ho sacramanchou : grit alies ur binigen pe un œuvr-vâd-bennac evit militout digant Doue ar c’hraç da anaout e volontez : livirit a amzer da amzer evel ar profet David : disguezit d’în, ô va Doue, an hent a dlean da guemeret ! [1] pe evel Samuel : comzit, va Doue, rac ho servicher ho selaou ! [2] pe evel sant Paul : va Doue, petra fell deoc’h a raen-me ? [3] Considerit neuse c’hoas an dangerou, an deveriou hac ar c’hargou eus ar stad a fell deoc’h da guemeret ; goulennit cuzul digant ho quærent ha digant tud gouiziec, ha dreist-oll digant ho coëssour da behini e tleit en em rei mâd da anaout.

Mar credit ez oc’h galvet da veza tud a Ilis pe da antren en ur gouent, carit dreist pep-tra ar beden, ar studi hac ar retret ; bezit sobr, chast hac adversourien-vras da vaximou ar bed ; tostait alies ous ho sacramanchou ha roit abret da anaout an dezir-bras hoc’h eus d’en em zavetei ha da gontribui da silvidiguez ar re-all.

Mar zantit ez oc’h galvet da chom er bed hep dimizi, considerit peguer-bras eo ho bonor ; rac, eme an abostol sant Paul, an ini a zemes a ra mâd, mæs an ini na zemes quet a ra guelloc’h [4]. An ini ne de quet demezet n’en deus sourci nemet eus ar pez a sell ouz Doue, d’en em gonservi pur a gorf hac a speret, ha ne sonch nemet plijout da Zoue ; mæs an ini a zo demezet a zo occupet eus a draou ar bed ; eus ar sourci da blijout d’e bried, hac evelse e galon a zo partaget [5]. Cousgoude, ne guemerit ar stad-ma nemet dre vertus, evit caout muioc’h a amzer da servicha Doue ha gallout guelloc’h en ober.

  1. [Ps. XXIV, 4: Vias tuas, Domine, demonstra mihi, et semitas tuas edoce me.]
  2. [I. Reg. III, 10: : Loquere, Domine, quia audit servus tuus.]
  3. [Act. IX, 6 : Domine, quid me vis facere ?]
  4. [I. Cor. VII, 8-9 : Dico autem non nuptis, et viduis : bonum est illis si sic permaneant, sicut et ego. Quod si non se continent, nubant.]
  5. [I. Cor. VII, 32-33 : Qui sine uxore est, sollicitus est quæ Domini sunt, quomodo placeat Deo. Qui autem cum uxore est, sollicitus est quæ sunt mundi, quomodo placeat uxori, et divisus est.]