Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/457

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
425
pedervet loden.

tou, ba benediction ar belec a zo sinou sansibl pere-so ar merq eus a union hor Zalver Jesus gant e Ilis, hac aro da entent penos ar goas a dle caret e bried evel m’en deus caret Jesus-Christ e Ilis, en amzer memes ma scuille e voad evit-y : ar priejou a dle en em garet an eil eguile, evel ma en em gar e-unan pep-ini anezo.

6° Ar sacramant-ma a ro d’ar priejou ar c’hraç da veva santelamant assamblez ha da elevi santelamant o bugale. Jesus-Christ eo en deus staguet ous ar zîn sansibl-ma ar vertus da brodui ar c’hraç dreizan e-unan, evel ar sacramanchou-all : hor Zalver a reas quemen-ma o sevel consantamant an daou bried d’an dignite a sacramant : evel-se ar briedelez instituet ba benniguet gant Doue er barados terrestr, a zo deut da veza ur sacramant ha da brodui ar c’hraç dre vilitou Jesus-Christ pehini a roas dezan ar vertus-ma en eured Cana e Galilee, hervez doctrin ar c’honcil a Ephes [1] hac un niver bras eus a Dadou santel an Ilis… Sacramant ar briedelez, o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, a dle beza recevet e stad a c’hraç ; necesser eo eta d’an dud a zemez consulti-mâd an Autroù Doue, dre bedennou fervant ober o fossubl evit en em anaout o-unan hac evit en em rei da anaout d’o c’hoëssour. Un dimizi mâd ba santel a zo imach ar barados ; ar peoc’h, an union hac ar garantez a rên etouez at priejou-ma, a repræsant ar peoc’h, an union hac ar garantez eternel a rên etouez ar zænt e rouantelez Doue ; mæs un dimizi-fall a zo ive imach an ifern : an drouc, an drubull, ar gassoni a rên etouez an dud miserabl-ma, a repræsant ar rach, disesper ha blasphemou tud an ifern. Ar guir vo-

  1. [N’eus anv ebet eus kement-se en aktoù ar C’honsil a Efez (bl. 431). War a seblant, Epistl s. Paol d’an Efezianed (chab. V) eo an hini a vez meneget amañ.]