Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/442

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
doctrin ar guir gristen.

set, evel oleo an nouen, a eol olivez hepquen ; mæs an oleo sacr gant pehini a vez frottet pen ar c’hrouadur goude ar vadiziant, tall an ini a vez confirmet, daouarn ha pen an ini a vez sacret roue pe escop, a zo composet a eol olivez hac a vaum.

II. Petra eo sacramant an nouen ? Ur sacramant eo instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit soulajamant spirituel ha corporel ar re glân. Ur zacramant, da lavaret eo, ur zîn sansibl ; evel-se e veler ober an onctionou hac e clêver ar c’homzou a brononç ar belec beza ez eo ur sîn sansibl eus aur c’hraç invisibl ; rac, evel ma purifi ha ma soupla an eol memprou ar c’horf, evel-se ive graç ar Speret Santel a burifi an ene eus he fec’hejou veniel hac eus ar rest eus he oll fec’hejou, hac a ro dezi ners ha courach a-enep oll adversourien he silvidiguez. Hor Zalver eo en deus instituet ar sacramant-ma evel ar sacramanchou-all. Len a reomp en Aviel, hervez sant Marc, chab. 6, v. 13, penos disquibien hor Zalver a chassee eus e bers ha dre e urs cals a zrouc sperejou, hac a baree cals a dud clân var bere e rent certen onctionou gant an eol ; dæmonia multa ejiciebant, et ungebant oleo multos ægros et sanabant. An abostol sant Jacques a lavar ive : mar hoc’h eus tud clân, galvit ar veleyen pere a bedo evitho, hac a rai varnezo, en hano Doue, certen onctionou gant eol : infirmatur guis in vobis ? inducat presbyteros Ecclesiæ, et orent super eum, ungentes eum oleo in nomine Domini [1]. Ar c’honcil a Drant a deu da ezcumunugui ar re a grete lavaret penos an nouenne dê quet ur sacramant evel ar sacramanchou-all [2]Ar zacramant-ma a zo insti-

  1. [Jac. V, 14.]
  2. [Concil. Trident., Sess. XIV, De sacram. extr. unct., can. 1.]