Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/439

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407
pedervet loden.

e oa pardonet e bec’het : Dominus transtulit peccatum tuum [1]; mæs penos ive ar c’hrouadur en devoa bet eus a bried Uri, a varvje, e punition d’e bec’het. Jesus-Cbrist a lavar, en e Aviel, penos deiz ar vara babitantet Niniv a rai hor c’hondaonation, abalamour na fell quet deomp ober pinigen [2] : hor Zalver e-unan a zeu eta da c’hourc’hemenni ar zatisfaction ha da zisquez peguen necesser eo, pa deu da ajouti penos ma na reomp pinigen, e renquimp-oll perissa. An abostol a zesq ive deomp penos e tleomp accomplissa, en ur souffr hon-unan, ar pez a vanq da bassion hor Zalver ; da lavaret eo, penos e rencomp soufir hon-unan, hac unissa hor poaniou gant re hor Zalver, evit gallout en em zavetei : adimpleo ea quæ desunt passionum Christi in carne mea [3]. Ar c’honcil a Drant hac an oll Dadou santel n’o deus bet nemet ar memes langach var an necessite da satisfia : pratic an Ilis universel a zouten ive ar memes guirionez : evel-se hon tadou santel ar pabet, en ho lizerou, pa roont d’ar goessoret ar galloud da absolvi eus ar c’haziou reservet, a laca ato ar c’homzou-ma : goude beza roet ur binigen convenabl : injunctâ salutari pœnitentiâ. Ar gristenien guenta a oa quer persuadet a guemen-ma, ma teuent anezo o-unan d’en em zoumeti d’an oll rigol eus ar binigen bublic pehini a oa cousgoude quen humiliant ha quer poanius.

Ped seurt pinigen bublic a oa guechal ?

Beza e oa pevar seurt pænitantet ha peder seurt pinigen bublic, peurvuia epad 7 vloas, avechou 10, 12, 14, avechou epad ar vuez. Ar c’henta

  1. [II. Reg. XII, 13.]
  2. [Matth. XII, 41; Luc. XI, 32.]
  3. [Col. I, 24.]