Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/416

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
doctrin ar guir gristen.

rapari ur c’holl quer-bras dre sicour ar vadelez infinit a Zoue !

Dre behini ar gristenien : lavaret a reomp ar gristenien, rac badezet e renquer beza evit gallout receo sacramant ar binigen. Evel-se ar bayanet hac an hæretiquet divadez na ellont quet receo ar sacramant-ma pehini a so instituet gant Jesus-Christ evel ur remed, ha pehini, rac-se, a zupos ur vuez da viana commancet. Sacramant ar vadiziant a zo an or eus an oll sacramanchou-all : ên eo hon laca da c’henel, ar gonfirmation da gresqui, sacramant an auter hor mag, hâ sacramant ar binigen hor pare eus ar c’hlênvejou spirituel e pere e cuëzomp dre’r pec’het. Sacramant ar binigen a zo comparachet gant pincin Siloe [1]; quement ini clân a zisquenne er pincin-ma a re-ceve ar yec’het goude ma vije bet remuet an dour dre bræsanç an æl : evel-se ive quement ini a receo sacramant ar binigen gant an dispositionou requis, a zo pardonet gant Doue.

Dre behini ar gristenien contristet, coësseet ha resolvet da satisfia, a receo ar pardon eus o oll fec’hejou : ar gontrition, ar goëssion hac ar satisfaction a zo eta absoluamant necesser evit beza pardonet dre sacramant ar binigen, abalamour ma zint ar vatier eus ar sacramant-ma, hervez ar c’honcil a Drant [2]. Eus an teir loden-ma, ar gontrition eo an necesserra, o veza ma c’hell, anezi e-unan, hon renta agreabl da Zoue, eleac’h ar goëssion hac ar satisfacüon ne allont netra anez ar gontrition.

  1. [Gw. Joan. V, 4 (hag uhelloc’h, p. 330).]
  2. [Concil. Trident., Sess. XIV, can. 1-3.]