chom hep ober netra evit an êe, e refusomp ar moyennou roet deomp gant Doue evit en em barea, hac en em exposomp da vervel er pec’het. Querquent eta a ma hon deus offancet Doue, e tleomp goulen pardon, en em obligea ac’hanomp hon-unan da satisfia ha da ober, var an heur, ur binigen bennac, evel da lavaret ur beden, da ober un alusen pe ur yun bennac : mæs detesti a dleomp ar pec’het, ispicial en amzer an dentation pehini ne allomp da drec’hi nemet dre zicour Doue ; mæs Doue ne zicour nac ar pec’her obstinet, nac an ini en em fî-re var e ners e-unan, nac an ini a gar an danger ; tec’hit, pe da viana beillit ha pedit ma ne allit quet quemeret an tec’h, pe autramant e viot trec’het. Detesti a dleomp c’hoas hor pec’hejou en amzer ma pedomp, pe ma c’hasistomp en ofiç divin, rac autramant e reomp goab a Zoue, hac elleac’h apezi e coler, en em exposomp d’e gourrouci muioc’h-mui en hon-enep.
Un diffaranç-vras so etre’r vertus hac ar sacramant a binigen. Dre’r sacramant, ar pec’hejou a so effacet cals æssoc’h ha surroc’h. Æssoc’h, rac ar garantez evit Doue a dle beza parfet evit gallout effaci ar pec’hejou dre voyen ar vertus a binigen ; elleac’h, ar spount rac ar poaniou eternel, hac ur garantez a esperanç e Doue o veza ma’z-eo infinimant trugarezus, hac a anoudeguez-vâd o veza ma recevomp pep-tra diganthan,