Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353
pedervet loden.

se o deus ar verius da brodui ar c’hraç invisiblamant, et accipiebant Spiritum Sanctum [1] ; rac-se ar gonfirmation a zo ur sacramant instituet gant hor Zalver Jesus-Christ o veza ne deus nemet Doue, capabl da staga ous a zinou sansibl, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç dreizo o-unan ha d’hor santifia.

II. Ar sacramant-ma a ro deomp ar Speret Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, da lavaret eo, an drede ferson eus an Drindet adorabl pehini a zeu da ober e zemeuranç ennomp, en ur fæçon special ha d’hor c’harga eus e c’hraçou. Ar graçou a recevomp a zo hanvet donæzonou ar Speret Santel : an donæzon a furnez, a ententamant-vâd, a guzul, a nerz, a c’huizyeguez, a zevotion hac a zoujanç Doue : Spiritus sapientiæ et intellectus, consilii et fortitudinis, scientiæ et pietatis [2], cum timore Domini.

1° An donæzon a furnez a zistag hor c’halon eus an traou crouet pere azo væn ha fragil, hac a ro deomp goût evit an traou cœlestiel pere a zo guirion ha padus. Dre’r vadiziant e varvomp d’ar bed hac e ressuscitomp da Jesus-Christ : hoguen, o veza ressuscitet gant Jesus-Christ, e tleomp, evel a lavar an abostol, quemeret goût evit ar pez a aparchant ous an êe, ha non pas evit ar pez a aparchant ous an douar : quæ sursùm sunt sapite, non quæ super terram [3] ; da lavaret eo, e tleomp caret non pas plijaduresou, madou, enoriou, na commoditeou ar bed-ma ; mæs ar pez hor c’hundu varzu Doue, evel ma’z-eo an oræson, al lecturiou devot, an ofiçou divin, an instructionou-mâd, an œuvrou a drugarez, en ur guer, an oll exerciçou a vertus hac a zevotion.

  1. [Ibid.]
  2. [Is. XI, 2.]
  3. [Col. III, 2.]