Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
doctrin ar guir gristen.

tri devez hep lacat badezi ar c’hrouadur. Ne dleer rei badiziant en ty nemet e cas a necessite, mæs mont a dleer d’an ilis, ha qnemeret ar brecaution da gaout dour benniguet en ur vuredic, evit rei ar vadiziant en hent, e cas a zanger a varo.

VI. Penos e roer ar vadiziant ? Ar vadiziant a roer en ur scuilla dour naturel var ben ar c’hrouadur, hac en ur lavaret er memes amzer : me ho badez, en hano an Tad †, hac ar Mab †, hac ar Speret Santel †, gant intantion da ober ar pez a ra an Ilis en ur rei ar vadiziant. En ur scuilla dour naturel ; guechal e roet ar vadiziant dre immersion, da lavaret eo, en ur blongea ar c’hrouadur da ben teir guech en dour, hac en ur brononç ar c’homzou sacramantal, me ho badez en hano an Tad, etc. An dour a dle beza dour naturel, dour feunteun, dour rifier, dour glao pe dour mor. Ar dour-se a scuiller var ar pen, pehini-so al loden nopla eus an den : cousgoude, e cas a necessite, e tleer scuilla an dour n’eus forç var behini eus a vemprou ar c’hrouadur. Red eo d’ar memes ini scuilla an dour ha prononç er memes amzer ar c’homzou : an dour a dleer da scuilla e furm ur groas, ha dre fæçon-ma toucho croc’hen pen ar c’hrouadur.

Explication eus a zeremoniou ar vadiziant

Ar belec o veza clêvet ez-eus ur c’hrouadur o c’houlen ar vadiziant, en em bræsant dirazan gant ar stol pehini eo ar merq a enor eus e garg, hac a c’houlen diganthan petra glasq digant Ilis au Autrou Doue : quid petis ab Ecclesia Dei? Ar c’hrouadur a respont e c’houlen ar feiz : fidem.