Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
doctrin ar guir gristen.


a zougont ha d’o buez o-unan… Cousgoude, ar vadiziant a ell beza supleet dre’n desir sincer d’e receo, dre’r garantez evit Doue ha dre’r verzerinti. Evel-se ez-eus tri seurt badiziant : ar vadiziant dre zour, ar vadiziant dre zezir hac ar vadiziant dre voad. Ar vadiziant dre zour eo ar vadiziant ordinal pehini a recevomp ; ar vadiziant dre zezir eo an dezir ardant da receo ar vadiziant, pa na eller quet e receo en effet : evel-se ur payen pehini a oar anaout ha caret Doue, a vezo salvet, mar dê impossubl dezan receo ar vadiziant, petra-bennac m’en deus un dezir sincer d’e receo : sant Augustin [1], sant Ambroas [2], sant Bernard [3] hac ar c’honcil a Drant e-unan [4] eo a zesq deomp an doctrin-ma. Ar vadiziant dre voad eo ar verzerinti, da lavaret eo, ar maro souffret evit Jesus-Christ, pe evit souten ar guir feiz ; ar pez a c’halv an Ilis beza badezet en e c’hoad : evel-se ar bayanet pere o velet courach ar gristenien a grie ive penos e voant disquibien da Jesus-Christ, hac a vize abalamour da ze laqueet d’ar maro, a zo bet ato consideret evel tud badezet en o goad hac evel merzerien, couls hac an innoçantet santel, da lavaret eo, ar vugaligou a voue lazet dre urs Herodes, e plaç ar Messi digant pehini e falle dezan lemel e vuez.

IV. Piou a ell rei ar vadiziant ? An escop hac ar belec a zo ar vinistret ordinal eus ar sacramant-ma ; mæs, e cas a necessite, pep den a ell badezi, nemet e vezo conform e intantion da ini an Ilis. Evit rei ar sacramant-ma e tleer beza e stad a c’hraç, e quement a ma eo possubl ; goulen pardon digant Doue ma en em zanter coupabl, ha præferi ar goas d’ar plac’h, hac an hæretic d’ar payen.

  1. [Aug., De bapt. c. Donat., IV, 22.]
  2. [Ambr., Consol. de Ob. Valentin., 52.]
  3. [Bern., Tract. de Bapt., II, 8.]
  4. [Catech. Trident., III, c. 2, q. 35. (Disputet taer eo ster ar pennad-mañ.)]