Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
340
doctrin ar guir gristen.

c’houzout eo, an oll boaniou hon deus da souffr, quen eus a bers Doue, quen eus a bers an dud… Heuill exempl hor Zalver eo lacat hor poan da bratica ar vertuziou en deus pratiguet e-unan, evel ma’z-eo, beza douç, humbl, chast, patiant, misericordius, resolvet da ober bolontez Doue e pep-tra… Da guemen-se-oll, en em obligeomp dre’r vadiziant : quicumque enim in Chrisio baptizati estis, Christum induistis [1]Renonç d’an drouc speret, eo renonç d’ar speret infernal-se, pehini, jalouz eus ar bonor prometet deomp gant Doue, ne hean da ober e oll bossubl evit hor c’holl ; d’ar speret trompler-se, pehini a bromet ar mâd hac a ro an drouc ; d’ar speret tentatour-se, pehini a rod endro deomp evel ul leon arraget, oc’h essa hon discar hac hon devori [2], da lavaret eo, oc’h essa hon lacat da gometi ar pec’het. Renonç da bompou satan eo renonç d’an ourgouill-se pehini a ra deomp disprisout ar re-all, oc’h en em gredi hon-unan guelloc’h evitho ; d’ar vanite-se, pehini a dennomp a vechou betec eus a zonæsonou Doue, eus hor madou, eus hon ners, eus hor guened ; d’ar guiscamanchou caër hac immodest-se, d’an dansou, d’an assambleou difennet-se, eus a bere en em zervich an drouc speret, evit coll an eneou… Renonç da œuvrou satan, eo renonç d’ar pec’het pehini en deus inventet hac a behini eo an tad maleurus ; d’ar mallochou, d’ar sacreou, d’an nondeou-se , d’ar zongesonou vil, d’ar c’homzou bavard, d’an actionou mezus-se ; d’ar guevier, d’ar fals testeni, d’al læronciou-se ; d’an avarisdet, d’ar gourmandis, d’ar vezventy, d’ar goler ; en ur guer, d’ar pec’het pehini ne dê netra-all, eme sant Am-

  1. [Gal. III, 27.]
  2. [I. Pet. V, 8.]