Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/33

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DOCTRIN
AR GUIR GRISTEN.




QUENTA LODEN.
CREDI.
————


VAR AN DOCTRIN GRISTEN.
obligation da anaout-mad hon religion.

An doctrin gristen eo an ini a zo bet desquet deomp gant Jesus-Christ, hac a bropos deomp e Ilis da gredi ha da bratica eus e berz. An anoudeguez eus an doctrin gristen-ma a zo necesser deomp-oll evit beza salvet. Pebes ræson evidomp d’he anaout ha d’he heulia ! Ma c’halfe an anoudeguez hac ar pratic eus a unan-bennac a lezennou ar rouantelez, hon renta eürus er bed-ma, peleac’h ema an ini ne rafe quet e oll bossubl evit he anaout ? Ra vezo eta lezen Jesus-Christ an objet eus hor c’harantez ! ra vezo ato præsant d’hor speret ! ra vezo scrivet var bâl hon dorn ha var dublen hor c’halon, evit ma c’hallimp he desqui pront hac he medita continuelamant en nos hac en deiz, en ty bac er meas, en henchou hac er parqueyer ! An doctrin gristen a zesq deomp pemp tra : credi, ober, goulen, re-