Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
eil loden.

pe-boent, nemet conge a obtenfemp digantho da vont da gaout ur belec-all pehini en deus ive ar galloud da rei deomp an absolven… Hor pastor hepquen a ell rei deomp ar bermission-ma dre gomz pe dre scrid, en amzer Fasq, pe en ur poent-all eus ar bloas, evit non pas jayna hor c’houstianç, hac evit hon lezel libr da choas hor c’hoëssour, o veza na eller quet commandi ar fizianç, evel a lavar sant Frances a Zall [1].

Ne dleomp quet chom pell e stad a bec’het marvel hep mont da goës ; mæs querquent a ma santomp hon deus bet ar goal-eur da bec’hi marvelamant, e tleomp goulen pardon digant Doue ; ober ur binigen-bennac ac’nanomp hon-unan, hac en em resolvi da vont da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp ; rac, allas, quement a reomp e stad a bec’het marvel, dre exempl hor yuniou, hon aluzennou hac hon oll œuvrou-mâd, a zo œuvrou-maro, o veza ma zomp maro hon-unan dirac Doue, ha ne zervichont deomp da netra evit an êe, nac evit sicour eneou ar purcator : un den maro, na ell nac en em zicour, na sicour ar re-all : mæs hon œuvrou-mâd a ell obteni deomp ar vuez dre voyen ur guir gonversion ha dre voyen ar sacramanchou, pe dre’n dezir d’o receo : rac-se goude hor pec’het, e tleomp e zetesti, ober pinigen ha mont d’e goës evit obteni ar pardon anezan, hac ar vuez eus a c’hraç Doue pehini hon devoa collet oc’h er cometi. Neuse o veza pardonet, quement a reomp a vâd a deu da dalvout deomp evit an êe : ur verennad-dour roet d’ar paour er stad-se, dre garantez evit Doue, ne chomo quet hep recompanç, eme an Aviel [2] : pebes motif d’en em zerc’hel e stad a c’hraç, hac en hent a gundu d’ar barados !

  1. [Gw. Entretiens spirituels, lec’h-mañ-lec’h.]
  2. [Matth. X, 42.]