Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
doctrin ar guir gristen.

drouc-preseguer, pe e laca da devel [1]… Crial a rit pa velit an tân o cregui ê ty ho nessa : perac e chomit-hu hep lavaret netra pa glevet lemel diganthan e vrud-mâd ? Grit, eme sant Jerom, quement ha quercouls a-enep ar goal-deodou, na gredo den drouc-preseg dirazoc’h [2] : ha mar doc’h divlam hoc’h-unan diouz ar viç-ma, e tleit trugarecaat Doue, rac an ini ne bec’h quet dre e deod a zo un den parfet, eme an abostol sant Jacques : si quis in verbo non offendit, hic perfectus est vir [3].

IV. Ar jujamanchou temerer pere so ar goal-istim a guemerer eus an nessa dre abec certen mercou pere ne dint quet capabl da ober da un den prudant credi enno : ur jujamant temerer eo, abalamour n’hon deus quet a galite da varn hon nessa : a betra en em hemellit-hu, eme hor Zalver, ne varnit quet evit ne viot quet bamet : Nolite judicare, ut non judicemini [4] ; ne anavezomp qnet intantion hon nessa a behini e tepant cousgoude ar vadelez pe ar valiç eus e action.

Pevar drâ so peurvuia caus d’ar jujamanchou temerer : 1° un humor trenq ha c’huero pehini a gav abec en oll hac a zoug ac’hanomp da zongeal ha da lavaret drouc eus an nessa : an dud o deus an tech fall-ma n’en em gorrigeont casi jamæs, eme ar Speret Santel [5]. 2° An ourgouill : credi a rit penos sul-vui ma c’hizeleot ar re-all, sul-vui e c’hueleot hoc’h-unan. 3° Re-all, evit en em iscus hac evit calmi remorchou o c’houstians, a fell dezo credi eo sujet an oll d’ar memes pec’hejoù gantho : an den lubric a zonch dezan ne deus den chast-ebet. 4° Certen tud-all o deus ato santimant-mâd eus ar re a garont, hac a zrouc sonch ato

  1. [Prov. XXV, 23.]
  2. [Cf. HHieron., Epist. CXXV (ad Rustic.), 19.]
  3. [Jac. III, 2.]
  4. [Matth. VII, 1 (cf. Luc. VI, 37).]
  5. [Cf. Eccles. I, 15 : Perversi difficile corriguntur.]