Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
eil loden.

union ar vrassa ; mæs ar goal-deod, dre e raportchou-faus, en deus laqueet cassoni da sevel etrezo hac en deus o dispartiet evit-mâd… Ar goal-deod a zo henvel ous a ur sarpant cruel ; teod ar sarpant en deus tri vec pere a ra tri vleç en un tôl, mæs quen tost an eil d’eguile ma seblante ne ve nemet unan ; evel-se teod an drouc-preseguer a ra tri vleç a bere pep-unan a ro ar maro : an ini a zrouc-preseg en em laz e-unan ; henvel eo ous ar venanen pehini a lez e flem er bleç he deus græt, hac a renq mervel goude, evel-se an drouc-preseguer a ro ar maro d’e ene en ur flêma ar re-all. Rei a ra ive ar maro da ene an ini er zelaou gant plijadur ; ne ouzon quet pehini eo ar c’houpapla eus an ini a zrouc-preseg, pe eus an ini er selaou, eme sant Bernard, unan anezo a zo an drouc-speret en e c’hinou hac eguile en e ziscouarn : uterque diabolum portat ; hic in ore, ille en aure [1]. Rac-se ive ar Speret Santel a lavar deomp : n’en em gavit quet etouez drouc-preseguerien ha ne frecantit quet anezo : cum detractoribus ne commiscearis [2]. Rei a ra ar maro d’an ini a behini e trouc-preseguer ; rac, an den paour-ma a glêvo abred pe zivezad piou en deus er c’halomniet, ha ma na bardon quet e adversour, ne vezo jamæs e-unan pardonet gant Doue. Maro an ene, maro ar reputation, hac alies maro ar c’horf a zo eta an effejou trist eus ar pec’het horrubl-ma pehini a zo cousgoude quer commun, siouas ! Cals a dud, eme ar Speret Santel, a beris dre’r c’hlêze, mæs non pas evel dr’er [sic] goal-deodadou : multi ceciderunt in ore gladii, sed non sic quasi qui interierunt per linguam [3].

Ar pec’het-ma pehini a zo quer commun a zo

  1. [Lakaet a-hengoun war gont s. Bernard ; hogen n'ema ket e-barzh en e oberoù gwirion.]
  2. [Prov. XXIV, 21.]
  3. [Eccli. XXVIII, 22.]