Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
eil loden.

garecait an Autrou Doue, ha ne rit quet a voab eus ar re o deus recevet nebeutoc’h evidoc’h ; rac an ini en deus gallet rei, a ell ive lemel, ha sul-vui hoc’h eus recevet, sul-vrassoc’h e vezo ar gont a rencot da renta.

2° A dreuz, indirectè : 1° o nac’h ur galite-bennac so en nessa : evit honest ne dê quet, eme c’hui, petra-bennac ma c’houzoc’h ez-eo. 2° O têvel, hac o rei dre guemen-se da anaout ne gredit quet en deffe græt ar mâd a behini e parlanter. 3° O timinui ar vâd a ra an nessa. Goassa drouc-preseg-so eo meuli da guenta, evit caout leac’h goude da zecrial : quemen-se so banta un arbolastr evit leusquel ul lanchennat gant mui a ners.

An drouc-preseguerez, eme sant Thomas, a zo un diminution injust a rer eus a vrud-mâd an nessa a-dre e guein [1]. Lavaret a reomp un diminution injust ; rac, beza-so certen circonstançou e pere eo permetet lavaret an drouc a anavezer, evit tenna ac hano ur mâd public pe barticulier : certen oc’h penos ar marc’hadour-se a zo ur trompler : mâd a rit alia non pas prena diganthan. Alies e velit bugale, pe zervicherien pere a zo dirol hac a gundu goal vuez : ho têver eô ho discull, goude beza o avertisset, ma na cenchont quet. Clevet a rit parlant, ha parlant a rit hoc’h-unan eus a drouc public, n’hoc’h eus quet a bec’het evit-se ; cassait an drouc-se a behini e barlanter, mæs respetit ha carit an dud o deus er græt pere a so, marteze, pell-so pardonet gant Doue hac a vezo sænt er barados. Un accustumanç fall eo parlant eus a zerten goallou, abalamour ma vanquer a respet hac a garantez evit ar

  1. Cf. Tho. Aq., Sum. theol., IIa IIæ, q. 72-73.