Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxiij
aroc ar goession.

pec’hejou capital, er personachou hac er plaçou hoch eus hentet ; en em arretit var bep gourc’hemen, ha var bep articl e particulier.

Goude beza examinet ho coustianç, goulennit digant Doue ur guir glac’har da veza pec’het, ha pedit-en da douich e-unan ho calon… Considerit penos dre ho pec’hejou hoc’h eus offancet an Doue en deus ho crouet evit ho renta eürus ganthan eternelamant, pehini so maro var ar groas evit ho prena, pehini, el leac’h ho præcipita en ifem e punition d’ho pec’hejou, en deus roet amzer deoc’h d’en em anaout ha da ober pinigen… Livirit a voëled ho calon :

O va Doue, ma em bize recevet digant un den an disterra loden eus ar graçou hac eus an donæsonou am eus recevet diganeoc’h, ne ouijen petra da ober evit disquez dezan va anoudeguez-vâd; mæs, allas, el-leac’h ho trugarecât, ô va Doue, em eus torret ho lezen, hoc’h offancet hac hoc’h outrajet e pep fæçon ! Collet em eus ar barados ha militet em eus an ifern !… Mæs, ô Doue a vadelez, prometi a rit ar pardon d’ar pec’her a zistroï ouzoc’h a greiz e galon : cetu-me ama, disposit ac’hanon hervez ho polontez, mæs sellit a druez ouzin, pardonit d’în va fec’hejou ; resolvet oun da cench gant ar sicour eus ho craç : beilla a rin varnon va-unan, ha beza em eus ar volontez franc hac absolu d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont.

Considerit petra so bet caus deoc’h, pe occasion da goëza er pec’het, ha quemerit ar propos-ferm da bellaat diouz an occasionou-se… Un drâ-vâd ê ve deoc’h en em obligea, a vremâ, da ober ur binigen-bennac quellies guech ma ti-