Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
doctrin ar guir gristen.

var goust ar re baour, had ur guennec memes, mar dê er moment-se necesser dezan evit terri e naon hac asten e vuez, pe ini e vugale. Cousgoude, quemeret un tra dister ne dê quet ur pec’het-bras, ma n’hoc’h eus quet a volontez da gontinui ; rac mar hoc’h eus bolontez da ober ul laëronci-bras, o continui er fæçon-se, e pec’hit marvelamant quellies guech a ma laërit.

Ne deus nemet ur voyen a silvidiguez evit ar re o deus græt gaou oc’h o nessa : restitui. Restitui, eme sant Thomas, a zo en em zizober eus a un dra goal-guemeret, evit en rei d’e berc’hen [1]. Ret eo restitui quenta ma eller : quentre ma chomot hep restitui, ha c’hui o c’hallout en ober, e viot coupabl a bec’het marvel hac indîn eus an absolven : mar dalc’hit re-hir ar pez hoc’h eus laëret, e rencot pea ar profit en dize græt e vir berc’hen ma vize bet an dra etre e zaouarn. Red eo restitui ar pez a so goal-guemeret, er memes speç, pe en dalvoudeguez. An dud na ellont quet restitui, evel ar groaguez, ar vugale hac ar re n’o deus netra, a dle caout ar volontez sincer d’en ober, hac a dle en ober en effet, quenta ma vezo possubl dezo… O silvidiguez a zo exposet-bras, mar dê dre o faut eo e vancout a c’halloud da restitui ; rac ne vezo, eme sant Augustin, pardonet e bec’het nemet d’an ini en devezo restituet ar pez en devoa goal-guemeret : non remittitur peccatum, nisi restituatur ablatum [2].

  1. [Tho. Aq. Sup. IV. Sent., dist. 15, q. 1, art. 5, § Utrum restitutio…]
  2. [Aug., Epist. CLIII, vi, 20.]