poaniou ar re vrassa. El lezen ancien e oa ordrenet laza a doliou-mein, an ini en devize er c’hometet, eguis ma velomp en exempl Suzanna, hac en Aviel, en andret ma parlant deomp eus ar c’hreg aoultrierez pehini a voue præsantet d’hor Zalver evit essa gallout er surpren en e gomzou. Guechal, hervez lezennou ar rouantelez-ma, ar maro a oa ive partach an ini a-enep pehini e vize prouet un aoultriach. Hirio, ar pec’het mezus-ma, ar blasphem ha cals-bras a grimou-all, ne dint cazi mui punisset gant justiç ar hed, mæs ar vrec’h eus a justiç Doue ne dê quet berreet, tizout a rai un deiz betec au dud coupabl ; patiant eo abalamour ma’z-eo eternel.
3° An incest a zo ur pec’het lubric etre guerent, memes dre alianç. Ar pec’het-ma a zo c’hoas horruploc’h eguet an aoultriach, abalamour ma tôr ar respet a dle ar guerent da gaout an eil evit eguiie ; ha sul-nessoc’h ma zor, sul-vrassoc’h eo ar pec’het, bete an eil basen a guerentiach ez-eo ur c’has reservet. Ar pec’het-ma eo a fapbas quement an abostol oc’h ar Gorinthianet, pa anavezas e oa unan anezo cuëzet ennan, ma scrivas dezo ul lizer leun a glemou hac a c’hourdrouzou, ha ma livras ar maleürus-se d’an drouc-speret oc’h en excumunugui.
4° Ar viol eo contraign unan-bennac da bec’hi. Beza ez-eus mistri ifam avoalc’h evit cometi ar c’hrim-ma.
5° Ar ravisserez eo tenna dre nerz unan-bennac gant dessin da ober an drouc e poent hac en amzer. Ar re a erru gantho violanç, pe rab, gant ne gonsantint quet, n’o deus quet a bec’het. Deceo dre bromessaou-caër, pe dre c’hourdrouzou, a zo cazimant violi.