Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
doctrin ar guir gristen.

vet gourc’hemen a zifen ispicial an actionou hac an navet an dezirou control d’ar burete… An nebeud a gomzou a laca Doue evit difen ar pec’het-ma, hac an difen a ra an abostol da brononç memes e hano [1], a so un avertisamant deomp da lavarer [sic] nebeud var ar vatier-ma, gant aon da offanci diou-scouarn den ; mæs ar ravach a ra etouez ar gristenien hac an tourmanchou a vilit er bed all, hon oblich da lavaret un dra-bennac anezan, eus e speçou diffarant, hac eus an tor a ra d’an ene.

I. Al luxur, pe al lubricite a zo un attach disordren oc’h blijadurezou ar c’hiq ; ar villa eo eus ar seiz pec’het marvel, hac ar zourcen ordinal eus a bep seurt crimou. Sant Ian, en e Apocalips, a raport ur vision estranch pehini en devoue eus a ur c’hreg azezet var un aneval pehini en devoa seiz corn : mater fornicationum [2]. Ar c’hreg-ma a oa azezet : dre eno e tleomp compren penos an didalvoudeguez a zo ar zourcen ordinal eus ar pec’het ifam a behini e parlantomp.

Seiz corn an aneval var hehini e oa azezet, a repræsant deomp ar seiz speç diffarant eus al luxur, pere-so : ar fornication, an aoultriach, an incest, ar viol, ar ravisserez, ar sacrilach hac ar pec’het a-enep an natur.

1° Ar fornication a zo ar pec’het a gomet an eil gant eguile, tud diangach a briedelez hac a bep seurt vœu. Ous ar pec’het-ma eo e scrife an ebestel assamblet er c’henta concil a Jerusalem d’ar re a oa nevez convertisset, pa lavarent lacat evez d’en em renta coupabl anezan : ut abstineatis a fornicatione [3]. Ha ne ouzoc’h-hu quet, eme an abostol sant Paul, ez-oc’h memprou da Jesus--

  1. [Er c’hontrol, gw. I. Cor. VI, 9-10 ; I. Tim. I, 9-10 ; Rom. I, 27-31.]
  2. [Apoc. XVII, 3-6.]
  3. [Cf. Act. XV, 29 (ha c’hoazh I. Thes. IV, 4.)]