Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
doctrin ar guir gristen.

evit goulen yec’het e zervicher, grit evelthan ho possubl evit sicour ho tomestiquet : allas, ne deus marteze quen caus eus o c’hênved nemet ho coal-gundu en o andret, pe o bolontez-vâd o-unan evidoc’h. Truez hoc’h eus ouz un aneval, hac en derc’hel a rit en ho ty : ha cruelloc’h e viot-hu en andret ho preur pe ho c’hoar e Jesus-Christ ? N’en deus quet ato rentet servich-mâd deoc’h, a livirit : pardonit brema anezan, o compren hoc’h eus o taou ar memes mæstr, pehini a bardono ac’hanoc’h, mar pardonit hoc’h-unan, ha dreist-oll, mar rentit ar mâd evit an drouc. Bezit sourcius, ispicial, eus a silvidiguez eneou ho servicherien : grit pront, hac a galon-vâd hoc’h oll possubl evit plocuri dezo an oll sicourou spirituel a bere o deus ezom, evel ar sacramanchou, an instruction, al lecturiou devot… An dud fall a zo hep truez, eme ar Speret Santel, mæs an dud vâd a zo leun a gompassion : viscera impiorum crudelia [1].


deveriou ar priejou.

Deveriou an ezec’h en andret o groaguez.

Viri, diligite uxores vestras.

Ezec’h, carit ho croaguez.

Daou zever principal hoc’h eus, ezec’h christen, da accomplissa en andret ho croaguez evit plijout da Zoue : obliget oc’h d’ho c’haret ha d’ho azista.

1. Ho c’haret a dleit hervez Doue ha mui eguet ho tad hac ho mam pere oc’h obliget da guitaat evit heuill ho priejou : relinquet homo pa-

  1. [Prov. XII, 10.]