Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
eil loden.

tou pe gontrajou ; d’ar vedicinet guelet o zud clân : d’ar varc’hadourien derc’hel foar, guerza ha prena ; d’ar charetourien, charead ; d’ar velinerien, mala ; d’an davarnourien rei da zibri ha da efa ; d’ar barvyer ober barvou ; d’ar chasseourien ha d’ar besqueterien , chasseal ha pesqueta ? An œuvrou a rêr mui dre zicour ar speret eguet dre ners ar c’horf, hanvet œuvrou liberal, opera liberalia, da lavaret eo, œuvrou dîn eus a dud libr, evel len, scrifa, instrui, preseg, studia ; hac an œuvrou commun, opera communia, da c’houzout eo, an œuvrou a zere ouz an darn-vuia, evel ma’z-eo, dibri, c’hoari, musical, a zo permetet da bep-unan, mæs o ober a dleer gant moderation, hac hervez intantion an Ilis pehini a zesq deomp penos ne zantifier quet ar zul o tremen amzer an oferen hepquen o pedi, nac o tremen memes an anter eus an deiz, evel na gontanter quet ur mæstr pa na labourer evithan nemet un heur peziou, na memes epad un anter devez pa c’houlen an devez labour pen-da-ben : an ini a dle cant scoet, ne baë nemet an anter eus e zle o rei anter-cant : evel-se ive, an ini ne dremen nemet an anter eus ar zul e servich an Autrou Doue, ne ra nemet an anter eus e zêver. Evit santifia-mâd ar zul, eo ret assista en ofiç pa eller, ha pa na eller quet, pedi er guær, ha tremen ræsonablamant an amzer e servich Doue, evel ma tremen un devejour e amzer e servich ar mæstr gant pehini ema var devez. Rac-se an alvocadet evel an dud-all, a ell studia ha rei avizou-mâd da zul ha da vouël, aroc pe goude poënt an ofiç e pehini e tleont assista o-unan ; mæs ne dleont quet pledi gant aon d’en em zistrei o-unan, pe da zis-